CLARISSE LAVANANT

CLARISSE LAVANANT

Lundi 8 août 2016, Clarisse Lavanant a fait un joli cadeau en entonnant le cantique Itron Varia Langroas lors de son concert à la Chapelle Notre-Dame de Langroas à Cléden-Cap-Sizun. br br Itron Varia Langroas br (écrit par l'Abbé Thalamot, de Kerdiern ar Maner en 1920° br br Itron Varia Langroas, br Mamm garet Or zalver, br Holl, d'ho chapelig bep bloaz br Ni a zired seder, br Da lakad e-harz hotron, br Or poaniou, on enkrez ; br Da zigori or halon br D'ar Vamm a drugarez. br br E parrez Kleden, savet br War bord eun draonienn hlaz, br Ho chapelig ken karet br Zo goloet a wez bras ; br Savet eo bet 'vid deski br Da gristenienn ar vro br Ho klahar, ho melkoni br Dirag Jesus maro. br br N'eur weled e oll boaniou, br E hwad, e gurunen, br E gorf goloet a houliou, br Ganeoh war ho parlen ; br An anken, 'vel eur hleze br Ho kalon a dreuzas. br Biskoas mamm en he buhe br Kement a houzanvas ! br br Abaoue naonteg kantved, br Poaniou ho Mab Jesus br Siouaz !, 'Vez renevezet br Dre ar pehed euzus br .An den a zo ken dister br Ma teu d'ankounahat br Ar boan a ra d'ar Zalver br Ha deoh, Gwerhez ken mad ! br br N'ho chapelig, o Gwerhez, br N'eur weled ho klahar, br Ni bromet gand karantez br Ne vim mui ken digar. br Pardonit, o Mamm dener, br Ni zo ho pugale, br Ha ! gounezit or barner ; br Bezit ouzom true ! br br Itron Varia Langroas, br Or Mamm garantezus, br Grit n'ankounahaim biskoas br Pasion ho Mab Jesus ; br Skrivit doun e bemp gouli br E gweled or spered ; br Grit ma wagim kasoni br 'Vid kement'zo pehed. br br A-us d'or penn, ô Gwerhez br Ar goabrenn 'zo tenval; br Kaif, pilat, Herodez br O-deus c'hoaz breudeur fall ; br Grit eur zell a drugarez, br Hag ar goabrenn faoulet, br Ar skLerder 'deu a nevez br Gand an heol alaouret. br br Er Raz, ar mor kounaret br Euz ar garreg a sko; br Ar roh n'eo ket dispennet, br Stard mad a jom atao ; br Dirag kounnar an dud fall, br Ni 'jom 'vel ar garreg, br Rag c'hwi oar on diwall, br C'hwi, Mamm ken kaloneg. br br Skuilhit war al labourer, br 'Vel war an den a vor, br Ho pennoziou heb niver, br Rouanez douz Arvor ; br Kennerzit gand ho skoazell, br Holl, beteg ar maro, br Bepred ni 'stourmo fidel, br 'Vid Doue, 'vid ar vro.


User: FLORESTRELA

Views: 127

Uploaded: 2016-08-09

Duration: 02:07

Your Page Title